Mark 5:25 Cross References - Breton

25 Bez' e oa ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ;

Matthew 9:20-22

20 Setu ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ, a dostaas outañ a-ziadreñv, hag a stokas ouzh bevenn e zilhad. 21 Rak hi a lavare enni hec'h-unan: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet. 22 Jezuz, o vezañ distroet, hag o sellout outi, a lavaras: Va merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet. Ha raktal ar wreg a voe yac'haet, adalek an eur-se.

Luke 8:43-44

43 Neuze ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ, hag he devoa dispignet he holl vadoù gant medisined, hep gallout bezañ yac'haet gant hini ebet, 44 a dostaas outañ a-ziadreñv, hag a stokas ouzh bevenn e zilhad; raktal he diwadañ a baouezas.

Luke 13:11

11 en em gavas eno ur wreg dalc'het gant ur spered he c'hlañvae triwec'h vloaz a oa; daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c'helle tamm ebet en em eeunañ.

John 5:5-6

5 Bez' e oa eno un den hag a oa klañv abaoe eizh vloaz ha tregont. 6 Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc'h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit bezañ yac'haet?

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.