Mark 3:7-11

Breton(i) 7 Neuze Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Judea, 8 eus Jeruzalem, eus Idumea, hag eus an tu all d'ar Jordan. Hag ar re a oa diwar-dro Tir ha Sidon, o vezañ klevet komz eus an traoù bras a reas, a zeuas e niver bras war-zu ennañ. 9 Eñ a lavaras d'e ziskibien derc'hel prest ur vag dezhañ, abalamour d'ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto. 10 Rak kalz anezho en devoa yac'haet, en hevelep doare ma en em daole warnañ, evit stekiñ outañ, kement en devoa ur c'hleñved. 11 Ha pa wele an speredoù hudur anezhañ, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue!