Mark 15:24-28

Breton(i) 24 Goude m'o devoe e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad, o teurel d'ar sord, evit anavezout lod pep hini. 25 Bez' e oa an trede eur, pa en stagjont ouzh ar groaz. 26 Abeg e gondaonidigezh a oa lakaet dre ar skrid-mañ: ROUE AR YUZEVIEN. 27 Stagañ a rejont ivez ouzh ar groaz gantañ daou laer, unan a-zehou, hag egile a-gleiz dezhañ. 28 [Evel-se ar gomz-mañ eus ar Skritur a voe peurc'hraet: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.]