Breton(i)
3 Jezuz, o vezañ e Betania ouzh taol e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat a nard pur hag eus ur priz bras, hag, o vezañ torret al lestr, e skuilhas ar c'hwezh-vat war e benn.
4 Hiniennoù a yeas droug enno o-unan, hag a lavaras: Perak koll evel-se ar c'hwezh-vat-se?
5 Rak gallet e vije bet gwerzhañ anezhi ouzhpenn tri c'hant diner, hag o reiñ d'ar beorien. Evel-se e krozmolent en he enep.
6 Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi; perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c'heñver.
7 Rak c'hwi ho po atav peorien ganeoc'h, ha bep gwech ma c'hoantaot e c'hellot ober vat dezho, met n'ho po ket atav ac'hanon..
8 Graet he deus ar pezh a oa en he galloud; balzamet he deus dre ziaraok va c'horf evit va beziadur.