Mark 12:28-33

Breton(i) 28 Neuze unan ar skribed en devoa o c'hlevet o riotal; o welout en devoa Jezuz respontet mat dezho, e tostaas hag e c'houlennas outañ: Pehini eo ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù? 29 Jezuz a respontas dezhañ: Ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken. 30 Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj, hag eus da holl nerzh. [Hennezh eo ar c'hentañ gourc'hemenn.] 31 Ha setu an eil [a zo heñvel outañ]: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. N'eus ket a c'hourc'hemennoù all brasoc'h eget ar re-mañ. 32 Hag ar skrib a respontas dezhañ: Mat eo, Mestr, lavaret ec'h eus gant gwirionez, n'eus nemet un Doue, ha n'eus hini all ebet nemetañ, 33 ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, hag eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù.