Mark 11:4-8

Breton(i) 4 Mont a rejont eta, hag e kavjont an azen a oa stag en-diavaez dirak an nor, etre daou hent; hag e tistagjont anezhañ. 5 Unan bennak eus ar re a oa eno a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se? 6 Int a respontas evel m'en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho; hag e voent lezet da vont. 7 Degas a rejont an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warnañ, hag e rejont Jezuz azezañ warnañ. 8 Kalz a astenne o dilhad war an hent, ha re all a droc'he brankoù glas, hag a c'holoe ganto an hent.