Mark 10:6-9

Breton(i) 6 Met er penn-kentañ eus ar grouidigezh, Doue ne reas nemet ur gwaz hag ur plac'h. 7 Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm, hag en em unano d'e wreg, 8 hag e vint ur c'hig hepken; evel-se n'int mui daou, met ur c'hig hepken. 9 Ra ne zisranno ket eta an den, ar pezh en deus Doue unanet.