Luke 7:1-10

Breton(i) 1 Goude m'en devoa Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ dirak ar bobl a oa ouzh e selaou, ez eas e Kafarnaoum. 2 Mevel ur c'hantener, karet mat gantañ, a oa klañv, hag a yae da vervel. 3 Ar c'hantener, o vezañ klevet komz diwar-benn Jezuz, a gasas d'e gavout henaourien eus ar Yuzevien, da bediñ anezhañ da zont da yac'haat e servijer. 4 Ar re-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a bedas anezhañ start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se dezhañ, 5 rak karout a ra hor pobl; eñ eo, en deus lakaet sevel hor sinagogenn deomp. 6 Jezuz eta a yeas ganto. Ha pa ne oa ken pell eus an ti, ar c'hantener a gasas etrezek ennañ mignoned, da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket a boan, rak n'on ket din e teufes dindan va zoenn. 7 Abalamour da-se, ne'm eus ket kavet e oan din va-unan da vont betek ennout; met lavar ur ger, ha va mevel a vo yac'haet. 8 Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded, hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra. 9 Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a voe souezhet, hag, o tistreiñ, a lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel. 10 Pa zistroas d'ar gêr ar re a oa bet kaset, e kavjont yac'h ar mevel a oa bet klañv.