Luke 23:20-24

Breton(i) 20 Pilat, o kaout c'hoant da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez. 21 Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! 22 Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. E gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ. 23 Met int a gendalc'he, o c'houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz; hag o c'hriadennoù ha re ar veleien vras a greske. 24 Neuze Pilat a varnas ober evel ma felle dezho.