Luke 23:20 Cross References - Breton

20 Pilat, o kaout c'hoant da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez.

Matthew 14:8-9

8 Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour. 9 Ar roue a voe glac'haret; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, e c'hourc'hemennas e reiñ dezhi,

Matthew 27:19

19 E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te; rak gwall-boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.

Mark 15:15

15 Pilat eta, o c'hoantaat plijout d'ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz; ha goude bezañ lakaet skourjezañ Jezuz, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.

John 19:12

12 Adalek neuze Pilat a glaske e leuskel; met ar Yuzevien a grie: Mar laoskez an den-se, n'out ket mignon da Gezar; rak piv bennak en em c'hra roue, en em laka a-enep Kezar.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.