Breton(i)
17 O vezañ eta deuet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien a zo gopraet gant va zad hag o deus bara e-leizh, ha me a varv gant an naon!
18 Sevel a rin hag ez in da gavout va zad, hag e lavarin dezhañ: Va zad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit,
19 n'on ken din da vezañ galvet da vab; degemer ac'hanon evel unan eus da vevelien.
20 Mont a reas eta hag e teuas da gavout e dad. Evel ma oa c'hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en devoe truez outañ, hag, o redek d'e gavout, e lamas d'e c'houzoug hag e pokas dezhañ.
21 E vab a lavaras dezhañ: Va zad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, n'on ken din da vezañ galvet da vab.
22 Met an tad a lavaras d'e vevelien: degasit ar sae gaerañ, hag he gwiskit dezhañ; lakait ur walenn war e viz, ha botoù en e dreid.
23 Degasit al leue lart ha lazhit anezhañ; debromp hag en em laouenaomp,
24 rak ar mab-mañ din a oa marv, hag eo distroet d'ar vuhez; kollet e oa, hag eo adkavet. Hag en em lakajont d'en em laouenaat.