Breton(i)
53 Ha brasoc'h out eget Abraham hon tad, hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen?
54 Jezuz a respontas dezho: Mar tennan gloar ac'hanon va-unan, va gloar n'eo netra; va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue.
55 Koulskoude, n'hoc'h eus ket e anavezet, met me a anavez anezhañ; ha ma lavarfen n'anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc'h; met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c'her.
56 Abraham ho tad en deus tridet gant al levenez, o soñjal e tlee gwelout va deiz; hag e welet en deus, hag eo en em laouenaet.
57 Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Te ne'c'h eus ket c'hoazh hanter kant vloaz, hag ac'h eus gwelet Abraham?
58 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-raok ma voe Abraham, emaon.