John 7:45-53

Breton(i) 45 Ar serjanted eta a zistroas etrezek ar veleien vras hag ar farizianed; ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket e zegaset? 46 Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se. 47 Ar farizianed a lavaras dezho: Bet oc'h-hu ivez touellet? 48 Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ? 49 Met ar bobl villiget-mañ n'anavez ket al lezenn. 50 Nikodem, an hini a oa deuet en noz da gavout Jezuz hag a oa unan anezho, a lavaras dezho: 51 Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezañ e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet? 52 Int a respontas dezhañ: Bez' out ivez Galileat? Evesha ha gwel: profed ebet a zo deuet eus Galilea. 53 Ha pep hini en em dennas en e di.