John 4:46-49

Breton(i) 46 Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana e Galilea, e-lec'h m'en devoa graet gwin gant dour. Ha, bez' e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab. 47 An den-mañ, o vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C'halilea, a yeas d'e gavout hag a bedas anezhañ da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel. 48 Jezuz a lavaras: Ma ne welit ket a sinoù hag a virakloù, ne gredit ket. 49 An Aotrou-mañ a di ar roue a lavaras dezhañ: Aotrou, diskenn, a-raok ma varvo va bugel.