John 4:46 Cross References - Breton

46 Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana e Galilea, e-lec'h m'en devoa graet gwin gant dour. Ha, bez' e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab.

Matthew 9:18

18 Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc'h a zo o paouez mervel; met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo

Matthew 15:22

22 Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias, o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc'h a zo gwall-boaniet gant an diaoul.

Matthew 17:14-15

14 O vezañ deuet etrezek ar bobl, un den a dostaas outañ hag en em daolas d'an daoulin dirazañ, o lavarout: 15 Aotrou! Az pez truez ouzh va mab; loariek eo ha gwall boaniet; alies e kouezh en tan, hag alies en dour.

Luke 7:2

2 Mevel ur c'hantener, karet mat gantañ, a oa klañv, hag a yae da vervel.

Luke 8:42

42 rak en devoa ur verc'h nemeti, oadet a zaouzek vloaz pe war-dro, hag a oa o vont da vervel. Evel ma'z ae Jezuz di, e oa gwasket gant ar bobl.

John 2:1-11

1 Tri devezh goude, e voe un eured e Kana e Galilea, ha mamm Jezuz a oa eno. 2 Jezuz ivez a voe pedet da vont d'an eured gant e ziskibien. 3 Ar gwin o vezañ manket, mamm Jezuz a lavaras dezhañ: N'o deus ken a win. 4 Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? Va eur n'eo ket c'hoazh deuet. 5 E vamm a lavaras d'ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc'h. 6 Bez' e oa eno c'hwec'h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc'hel pep hini anezho daou pe dri muzuliad. 7 Jezuz a lavaras dezho: Leugnit a zour al listri-se; hag e kargjont anezho leun-barr. 8 Lavarout a reas dezho: Tennit bremañ anezhañ, ha kasit da vestr ar fest. Hag e kasjont. 9 P'en devoe mestr ar fest tañvaet an dour troet e gwin (ne ouie ket a-belec'h e teue ar gwin-se, met ar vevelien o devoa tennet an dour a ouie), e c'halvas ar pried, 10 hag e lavaras dezhañ: Pep den a ro da gentañ ar gwin mat, hag an hini falloc'h goude ma vefe bet evet kalz; met te ac'h eus miret ar gwin mat betek vremañ. 11 Jezuz a reas ar c'hentañ mirakl-mañ e Kana Galilea, hag e tiskouezas e c'hloar; e ziskibien a gredas ennañ.

John 21:2

2 Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea, ha daou all eus e ziskibien, a oa asambles.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.