Breton(i)
28 Tomaz a respontas hag a lavaras dezhañ: Va Aotrou ha va Doue!
29 Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, [Tomaz,] ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet!
30 Jezuz a reas c'hoazh dirak e ziskibien kalz a virakloù all, met n'int ket skrivet el levr-mañ.
31 Hag an traoù-mañ a zo bet skrivet, evit ma kredot ez eo Jezuz eo ar C'hrist, Mab Doue, hag evit, o krediñ, m'ho po ar vuhez dre e anv.