John 19:34-37

Breton(i) 34 Koulskoude unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e tilamas anezhañ gwad ha dour. 35 An hini en deus gwelet a ro testeni a gement-se (hag e desteni a zo gwirion, hag e oar e lavar gwir), evit ma kredot. 36 Ha kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: E eskern ne vint ket torret. 37 Hag e lec'h all ar Skritur a lavar c'hoazh: Gwelout a raint an hini o deus toullet.