John 19:24-27

Breton(i) 24 Lavaret a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi, met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe, evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad, ha taolet o deus va sae d'ar sord. Evel-se e reas ar soudarded. 25 Mamm Jezuz, ha c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz. 26 Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab. 27 Neuze e lavaras d'an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di.