Breton(i)
19 Ar beleg-meur a reas goulennoù ouzh Jezuz diwar-benn e ziskibien, ha diwar-benn e gredenn.
20 Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d'an dud; atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ, e-lec'h m'en em zastum ar Yuzevien eus a bep lec'h, ha ne'm eus lavaret netra e-kuzh.
21 Perak eta e rez goulennoù ouzhin? Gra da c'houlennoù ouzh a re o deus klevet ar pezh am eus lavaret dezho: an dud-se a oar ar pezh am eus lavaret.
22 P'en devoa lavaret kement-se, unan eus ar servijerien a oa eno, a roas ur jodad da Jezuz, en ur lavarout dezhañ: Evel-se eo e respontez d'ar beleg-meur?
23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar em eus komzet fall, diskouez ar pezh fall am eus lavaret; met mar em eus komzet mat, perak e skoez ac'hanon?
24 Hag Annaz a gasas anezhañ ereet da Gaifaz ar beleg-meur.