John 13:8-14

Breton(i) 8 Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc'hi din va zreid. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc'han ket ac'hanout, ne'z po ket a lod ganin. 9 Neuze Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn. 10 Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da- benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl. 11 Rak gouzout a rae piv oa an hini a werzhje anezhañ; abalamour da-se e lavaras: C'hwi n'oc'h ket glan holl. 12 Goude eta m'en devoa gwalc'het dezho o zreid, ha m'en devoa adkemeret e vantell, o vezañ en em lakaet ouzh taol, e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?. 13 Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit, rak bez' ez on. 14 Mar em eus eta gwalc'het deoc'h ho treid, me an Aotrou hag ar Mestr, c'hwi a dle ivez gwalc'hiñ ho treid an eil d'egile.