John 12:44-48

Breton(i) 44 Met Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon, met en hini en deus va c'haset. 45 Hag an hini a wel ac'hanon, a wel an hini an deus va c'haset. 46 Me a zo deuet er bed evel sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon. 47 Ha mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket ennon, ne varnan ket anezhañ, rak n'on ket deuet evit barn ar bed, met evit e saveteiñ. 48 An hini na'm degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner; ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ en deiz diwezhañ.