Mark 1:29-31

Breton(i) 29 Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev. 30 Mamm-gaer Simon a oa en he gwele, klañv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outañ diwar he fenn. 31 Neuze, o tostaat, en ur gemer he dorn e reas dezhi sevel; raktal an derzhienn a yeas kuit diouti, hag e servijas anezho.