Mark 11:15-17

Breton(i) 15 Dont a rejont da Jeruzalem; Jezuz o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene en templ, hag e tiskaras taolioù an drokerien arc'hant ha kadorioù ar re a werzhe koulmed. 16 Ne leze den da zougen tra ebet dre an templ, 17 hag e kelenne en ur lavarout: N'eo ket skrivet: Va zi a vo galvet un ti a bedennoù evit an holl bobloù? Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron.