Luke 11:34-36

Breton(i) 34 Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet; met mar deo fall, da gorf a vo en deñvalijenn. 35 Diwall eta na vefe ket teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout. 36 Mar deo eta da holl gorf sklêrijennet, ha mar n'en deus lod ebet anezhañ en deñvalijenn, e vo sklêrijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac'hanout gant he sklêrijenn.