John 1:32-34

Breton(i) 32 Yann a roas c'hoazh an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm, hag o tont warnañ. 33 Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour, en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel. 34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.