Matthew 5:13 Cross References - Breton

13 C'hwi a zo holen an douar; met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo e roet en-dro dezhañ? N'eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez, ha da vezañ mac'het gant treid an dud.

Mark 9:49-50

49 Rak pep hini a vo sallet gant tan, ha pep prof a vo sallet gant holen; 50 Un dra vat eo an holen, met mar koll e vlaz gant petra e vo e roet dezhañ? Ho pet holen ennoc'h hoc'h-unan, ha bezit e peoc'h etrezoc'h.

Luke 14:34-35

34 Un dra vat eo an holen, met mar koll e vlaz gant petra e vo e roet dezhañ? 35 N'eo mat, nag evit an douar, nag evit an teil; e deurel a reer er-maez. Ra selaouo an neb en deus divskouarn da glevout.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.