Matthew 25:42 Cross References - Breton

42 rak naon am eus bet, ha n'hoc'h eus ket roet din da zebriñ; sec'hed am eus bet, ha n'hoc'h eus ket roet din da evañ;

Matthew 10:37-38

37 An neb a gar e dad pe e vamm muioc'h egedon, n'eo ket din ac'hanon; hag an neb a gar e vab pe e verc'h muioc'h egedon, n'eo ket din ac'hanon; 38 an neb na gemer ket e groaz ha na'm heul ket, n'eo ket din ac'hanon.

Matthew 12:30

30 An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.

Matthew 25:35

35 rak naon am eus bet, ha roet hoc'h eus din da zebriñ; sec'hed am eus bet, ha roet hoc'h eus din da evañ; diavaeziad on bet, ha va degemeret hoc'h eus;

John 5:23

23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset.

John 8:42-44

42 Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, abalamour ma'z on deuet eus Doue, hag a-berzh Doue e teuan; rak n'on ket deuet ac'hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c'haset. 43 Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour da-se, ne c'hellit ket selaou va c'homz. 44 Ho tad, a ziskennit anezhañ, eo an diaoul, ha c'hwi a fell deoc'h ober c'hoantoù ho tad. Lazher-den eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n'en deus ket kendalc'het er wirionez, dre ma n'eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar ar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo, ha tad d'ar gaou.

John 14:21

21 An hini en deus va gourc'hemennoù, hag a vir anezho, hennezh eo an hini a gar ac'hanon; hag an hini a gar ac'hanon, a vo karet gant va Zad, ha me en karo hag en em roin da anavezout dezhañ.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.