Matthew 24:34 Cross References - Breton

34 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se.

Matthew 12:45

45 Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.

Matthew 16:28

28 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.

Matthew 23:36

36 Me a lavar deoc'h e gwirionez, kement-se holl a gouezho war ar rummad-mañ.

Mark 13:30-31

30 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se. 31 An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.

Luke 11:50

50 evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded hag a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed,

Luke 21:32-33

32 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se. 33 An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.