Matthew 24:30 Cross References - Breton

30 Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo en ur skeiñ war boull o c'halon, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv, gant ur galloud hag ur gloar bras;

Matthew 16:27-28

27 Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled; ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù. 28 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.

Matthew 24:3

3 Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ, a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?

Matthew 26:64

64 Jezuz a lavaras dezhañ: E lavaret ec'h eus; ouzhpenn, e lavaran deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv.

Mark 13:4

4 Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus o oberiañs nesañ?

Mark 13:26

26 Neuze e vo gwelet Mab an den, o tont war ar c'hoabr, gant ur galloud hag ur gloar bras;

Mark 14:62-64

62 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Bez' ez on; ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv. 63 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, hag a lavaras: Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? 64 Klevet hoc'h eus al ledoued; petra a soñjit a-se? Holl neuze, e varnjont anezhañ evel din a varv.

Luke 21:27

27 Ha neuze e vo gwelet Mab an den, o tont war ur c'hoabr, gant ur galloud hag ur gloar bras.

Luke 22:69

69 Diwar vremañ, Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.