18 Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa prometet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.
Matthew 1:18 Cross References - Breton
Matthew 1:1
1 Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.
Luke 1:25
25 Evel-se eo, en deus graet an Aotrou em c'heñver en deizioù-mañ, m'en deus sellet ouzhin, evit lemel an dismegañs a oa warnon dirak an dud.
Luke 1:27-38
27 d'ur werc'hez a zlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David; ar werc'hez-se a oa anvet Mari.
28 An ael, o vezañ aet el lec'h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te a zo bet resevet en gras, an Aotrou a zo ganit. [Benniget out e-touez ar gwragez.]
29 O vezañ gwelet an ael, e voe trubuilhet gant e gomzoù, hag e soñje enni ec'h-unan petra a c'helle ar salud-se bezañ.
30 Neuze an ael a lavaras dezhi: Mari, na'z pez ket aon, rak kavet ec'h eus gras dirak Doue.
31 Setu, te a vo dougerez, hag e c'hani ur mab, hag e c'halvi e anv Jezuz.
32 Bras e vo, hag e vo galvet mab an Uhelañ-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad.
33 Ren a raio da virviken war diegezh Jakob, hag e ren n'en devo ken a fin.
34 Neuze Mari a lavaras d'an ael: Penaos e c'hoarvezo kement-se, pa n'anavezan gwaz ebet?
35 An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout, ha galloud an Uhelañ-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud; dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue.
36 Ha setu, Elizabed da geniterv a zoug ivez ur mab en he c'hozhni, hag hemañ eo ar c'hwec'hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac'h.
37 Rak n'eus netra dibosupl da Zoue.
38 Ha Mari a lavaras: Setu servijerez an Aotrou, ra vo graet din hervez da gomz. Hag an ael a bellaas diouti.