Matthew 17:3 Cross References - Breton

3 Ha setu, Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz gantañ.

Matthew 11:13-14

13 Rak an holl brofeded hag al lezenn o deus diouganet betek Yann; 14 ha mar fell deoc'h kompren, eñ eo an Elia a dlee dont.

Matthew 17:10-13

10 An diskibien a reas ar goulenn-mañ outañ: Perak eta e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ? 11 Jezuz a respontas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra. 12 Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo dija deuet, ha n'o deus ket e anavezet, met o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet. Evel-se ivez, e tle Mab an den gouzañv eus o ferzh. 13 Neuze an diskibien a gomprenas e komze outo diwar-benn Yann-Vadezour.

Mark 9:4

4 Ha Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz gant Jezuz.

Luke 1:17

17 hag e valeo dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale, hag ar re disentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d'an Aotrou ur bobl tuet mat.

Luke 9:30-31

30 Ha setu daou zen a gomze gantañ; Moizez hag Elia e oant; 31 en em ziskouezjont gant gloar, hag e komzjont eus e varv, a zlee bezañ graet e Jeruzalem.

Luke 9:33

33 Evel ma'z ae an dud-mañ kuit digant Jezuz, Pêr a lavaras dezhañ: Mestr, mat eo deomp chom amañ; greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia. Ne ouie ket mat petra a lavare.

Luke 16:16

16 Al lezenn hag ar brofeded a yae betek Yann; adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.

Luke 24:27

27 Neuze e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze outañ adalek Moizez betek an holl brofeded.

Luke 24:44

44 Neuze e lavaras dezho: Setu ar pezh a lavaren deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h, e oa ret ma vije peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er Brofeded hag er Salmoù.

John 1:17

17 Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, an drugarez hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.

John 5:45-47

45 Na soñjit ket eo me ho tamallo dirak an Tad; Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo. 46 Rak mar kredjec'h Moizez, e kredjec'h ivez ac'hanon, rak eñ en deus skrivet diwar va fenn. 47 Met ma ne gredit ket e skridoù, penaos e kredot va c'homzoù?

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.