Matthew 15:31 Cross References - Breton

31 en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout, ar re vac'hagnet yac'haet; hag e roent gloar da Zoue Israel.

Matthew 9:8

8 Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet, hag a roas gloar da Zoue m'en devoa roet un hevelep galloud d'an dud.

Matthew 9:33

33 Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas; hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kement all en Israel.

Matthew 18:8

8 Ma ra da zorn pe da droad lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez moñs pe gamm, eget kaout daou dorn pe daou droad ha bezañ taolet en tan peurbadus.

Matthew 21:14

14 Tud dall ha tud kamm a dostaas outañ en templ, hag o yac'haas.

Mark 2:12

12 Ha kerkent e savas, hag o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez, dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet, ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n'hon eus gwelet kemend-all.

Mark 7:37

37 Souezhet meurbet e lavarent: Kement a ra a zo burzhudus; d'ar re vouzar e ra klevout, ha d'ar re vut komz.

Mark 9:43

43 Ma ra da zorn lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn,

Luke 7:16

16 Ar spont a grogas enno holl, hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo bet savet en hon touez, ha Doue a zo deuet da welout e bobl.

Luke 14:13

13 Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm, ar re dall.

Luke 14:21

21 Ar mevel, o vezañ distroet, a zisklêrias kement-mañ d'e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennañ, a lavaras d'e vevel: Kae buan dre leurioù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re dall hag ar re gamm.

Luke 17:15-18

15 Unan anezho, o welout e oa yac'haet, a zistroas o reiñ gloar da Zoue a vouezh uhel. 16 Hag en em daolas ouzh treid Jezuz, e c'henou d'an douar, o trugarekaat. Hemañ a oa Samaritan. 17 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An holl zek, ha n'int ket bet yac'haet? Pelec'h eta emañ an dek all? 18 N'eus en em gavet nemet an diavaeziad-mañ hag a zo distroet da reiñ gloar da Zoue?

Luke 18:43

43 Kerkent ec'h adkavas ar gweled, hag ec'h heulias Jezuz, o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.

John 9:24

24 Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall, hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Zoue, ni a oar an den-se a zo ur pec'her.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.