Matthew 13:58 Cross References - Breton

58 Ne reas ket kalz a virakloù el lec'h-se, abalamour d'o diskredoni.

Mark 6:5-6

5 Ne c'hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac'haas un nebeud tud klañv, en ur lakaat e zaouarn warno. 6 Souezhet e oa eus o diskredoni; hag e valeas ar bourc'hioù war-dro en ur gelenn.

Luke 4:25-29

25 Me a lavar deoc'h e gwirionez: bez' e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz, kement ken e voe un naonegezh vras dre an holl vro. 26 Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un intañvez eus Sarepta, e Sidon. 27 Bez' e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer Elizea ar profed; koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad. 28 An holl re a oa er sinagogenn, o klevout kement-se, a yeas droug enno. 29 Hag o vezañ savet, e kasjont anezhañ kuit eus o c'hêr, hag e lakajont anezhañ war lein ar menez ma oa savet o c'hêr warnañ, evit e deurel d'an traoñ.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.