Matthew 13:39 Cross References - Breton

39 an enebour en deus e hadet, eo an diaoul; an eost, eo fin ar bed; ar vederien, eo an aeled

Matthew 13:25

25 Met, e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed, hag a yeas kuit.

Matthew 13:28

28 Eñ a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec'h afemp d'e dennañ?

Matthew 13:49

49 Evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed; an aeled a zeuio hag a zispartio ar re drouk eus a-douez ar re reizh,

Matthew 24:3

3 Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ, a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?

Matthew 25:31

31 Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, gant an holl aeled, ec'h azezo war dron e c'hloar.

Matthew 28:20

20 hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc'hemennet deoc'h; ha setu, emaon ganeoc'h bemdez betek fin ar bed. [Amen.]

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.