12 Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a-fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
Matthew 13:12 Cross References - Breton
Matthew 21:43
43 Setu perak e lavaran deoc'h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc'h, ha roet d'ur bobl a roio ar frouezh anezhi.
Matthew 25:29
29 Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
Mark 4:24-25
24 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant ar memes muzul ho po muzuliet d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-hu [c'hwi a selaou].
25 Rak roet e vo d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
Mark 12:9
9 Petra eta a raio mestr ar winieg? Dont a raio, hag e tistrujo ar winierien-se, hag e roio ar winieg da re all.
Luke 8:18
18 Lakait evezh eta penaos e selaouit; rak roet e vo d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, a vo lamet digantañ memes ar pezh a gred en deus.
Luke 9:26
26 Rak piv bennak en devo mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c'hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.
Luke 10:42
42 met un dra hepken a zo ret; Mari he deus dibabet al lodenn wellañ, ha ne vo ket lamet diganti.
Luke 12:20-21
Luke 16:2
2 Eñ a c'halvas anezhañ, hag a lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken gouarn va madoù.
Luke 16:25
25 Abraham a respontas: Va mab, az pez soñj penaos ec'h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez, ha Lazar n'en deus bet nemet poanioù; bremañ eñ a zo diboaniet, ha te a zo er poanioù.
Luke 19:24-26
John 15:2-5
2 Lemel a ra ac'hanon kement brank na zoug ket a frouezh; hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c'hoazh muioc'h a frouezh.
3 Dija oc'h-hu glan, abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h.
4 Chomit ennon, hag e chomin ennoc'h. Evel na c'hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan, ma ne chom stag ouzh ar winienn, c'hwi ne c'hellot ket kennebeut ma ne chomit ket ennon.
5 Me eo ar winienn, ha c'hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha ma choman ennañ, a zoug kalz a frouezh; rak hepdon ne c'hellit ober netra.