1 Kerkent ha ma voe deiz, ar veleien vras, gant an henaourien hag ar skribed, hag ar sanedrin o vezañ en em guzuliet, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat.
Mark 15:1 Cross References - Breton
Matthew 5:22
22 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur [hep abeg], a vo dleet dezhañ ar varnedigezh; an hini a lavaro d'e vreur: Raka! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant ar sanedrin; hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant tan ar gehenn.
Matthew 20:18-19
Matthew 27:1-2
Mark 10:33-34
33 Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezhañ d'ar marv, hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed.
34 Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, hag e krañchint en e vizaj, hag e lakaint anezhañ d'ar marv; met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
Luke 18:32-33
Luke 22:66
66 Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas hag a reas Jezuz dont dirak ar sanedrin;
Luke 23:1-5
1 Neuze an holl dud-se, o vezañ savet, a zegasas anezhañ da Bilat.
2 Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar bobl hag o tifenn paeañ ar gwir da Gezar, o lavarout eo ar C'hrist, ar roue.
3 Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
4 Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.
5 Met int a zalc'he, o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ en graet adalek Galilea, betek amañ.
John 18:28-38
28 Neuze e kasjont Jezuz eus ti Kaifaz d'ar pretordi; ar mintin e oa, ha n'ejont ket e-barzh ar pretordi o-unan, gant aon d'en em saotrañ, evit ma c'helljent debriñ ar Pask.
29 Pilat, o vezañ aet d'o c'havout, a lavaras dezho: Pet tamall a rit a-enep an den-se?
30 Respont a rejont dezhañ: Ma ne vije ket un torfedour, n'hor bije ket e lakaet etre da zaouarn.
31 Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan, ha barnit eñ hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: N'hon eus ket ar galloud da lazhañ den.
32 Kement-mañ a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
33 Neuze Pilat a zistroas d'ar pretordi hag o vezañ lakaet Jezuz da zont, e lavaras dezhañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien?
34 Jezuz a respontas dezhañ: Ac'hanout da-unan eo e lavarez kement-se, pe reoù all o deus e lavaret dit?
35 Pilat a respontas: Ha Yuzev on-me? Da bobl hag ar veleien vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet?
36 Jezuz a respontas dezhañ: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-mañ; mar bije bet va rouantelezh eus ar bed-mañ, va mevelien o dije stourmet evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien; met bremañ va rouantelezh n'eo ket ac'han.
37 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Te a zo eta roue? Jezuz a respontas: E lavarout a rez; roue on, evit-se eo on bet ganet, hag evit-se eo on deuet er bed, evit reiñ testeni d'ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez, a selaou va mouezh.
38 Pilat a lavaras dezhañ: Petra eo ar wirionez? Ha goude m'en devoa lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien, hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet en den-se.