Mark 11:33 Cross References - Breton

33 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

Matthew 15:14

14 Lezit int; tud dall int, o ren tud dall; mar ren un dall un dall all, e kouezhint o-daou er poull.

Matthew 16:4

4 Ar rummad fall hag avoultr-mañ a c'houlenn ur mirakl, ha ne vo roet dezhañ nemet hini Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.

Matthew 21:27

27 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Hag eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

Matthew 23:16-26

16 Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz. 17 Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour, pe an templ a santela an aour-se? 18 Lavarout a rit c'hoazh: Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz. 19 Tud dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se? 20 An neb a dou dre an aoter, a dou dre an aoter ha dre gement a zo warni; 21 an neb a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an Hini a chom ennañ; 22 hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ. 23 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned, ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag al lealded. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all. 24 Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn, hag e lonkit ar c'hañval. 25 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder. 26 Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet.

Luke 10:21-22

21 En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o disklêriet d'ar vugale! Ya, o Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat. 22 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad, nemet ar Mab, hag an hini a fell d'ar Mab e zisklêriañ dezhañ.

Luke 20:7-8

7 Dre-se e respontjont ne ouient ket a-belec'h e teue. 8 Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

Luke 22:66-69

66 Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas hag a reas Jezuz dont dirak ar sanedrin; 67 lavarout a rejont dezhañ: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket, 68 ha mar goulennan ouzhoc'h ivez, ne respontot ket din, [ha ne'm lezot ket da vont]. 69 Diwar vremañ, Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue.

John 3:10

10 Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se?

John 9:27

27 Eñ a respontas dezho: E lavaret em eus dija deoc'h, ha n'hoc'h eus ket e selaouet? Perak e fell deoc'h e glevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien?

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.