Luke 22:66-69

Breton(i) 66 Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas hag a reas Jezuz dont dirak ar sanedrin; 67 lavarout a rejont dezhañ: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket, 68 ha mar goulennan ouzhoc'h ivez, ne respontot ket din, [ha ne'm lezot ket da vont]. 69 Diwar vremañ, Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue.