Luke 24:41 Cross References - Breton

41 Met evel, en o levenez, ne gredent ket c'hoazh, ha ma oant souezhet, e lavaras dezho: Bez' hoc'h eus un dra bennak da zebriñ?

John 16:22

22 Evel-se, c'hwi a zo bremañ en dristidigezh; met me ho kwelo a-nevez, hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez.

John 21:5

5 Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n'hoc'h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann.

John 21:10-13

10 Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet bremañ. 11 Simon-Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar, leun gant tri hag hanter-kant pesk bras; ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued. 12 Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out-te? o c'houzout e oa an Aotrou. 13 Jezuz eta a dostaas, a gemeras bara, hag a roas anezhañ dezho, kenkoulz hag eus ar pesked.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.