Luke 24:22 Cross References - Breton

22 Gwir eo penaos gwragez bennak, eus hon touez, o deus hor gwall souezhet; rak o vezañ bet aet d'ar bez a-raok an deiz,

Matthew 28:7-8

7 it raktal, ha lavarit d'e ziskibien penaos eo adsavet a-douez ar re varv; ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot; setu, em eus e lavaret deoc'h. 8 Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklêriañ kement-mañ d'an diskibien.

Mark 16:9-10

9 Jezuz, o vezañ adsavet a varv diouzh ar beure, deiz kentañ ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m'en devoa kaset kuit seizh diaoul anezhi. 10 Hi a yeas, hag a roas d'e anavezout d'ar re a oa bet gantañ, hag a oa e kañv hag en daeroù.

Luke 24:1-11

1 Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzoù a c'hwez-vat o devoa fichet; [hag ur re bennak o heulie]. 2 Hag e kavjont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez. 3 O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz. 4 Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho, gwisket gant dilhad lugernus. 5 Evel ma oant spontet, ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev? 6 N'emañ ket amañ, adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en devoa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea, 7 o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv an trede deiz. 8 Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù. 9 O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d'an unnek, ha d'an holl re all. 10 Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel. 11 Met e kemerent ar pezh a lavarent dezho evel ur sorc'henn.

John 20:1-2

1 An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, evel ma oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez. 2 Redek a reas eta hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet eo an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet.

John 20:18

18 Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he devoa gwelet an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret kement-se dezhi.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.