Luke 24:19 Cross References - Breton

19 Eñ a lavaras dezho: Ha petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo erruet gant Jezuz a Nazared, ur profed bras, galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,

Matthew 21:11

11 Ar bobl a respontas: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea.

Mark 1:24

24 Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue.

Luke 7:16

16 Ar spont a grogas enno holl, hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo bet savet en hon touez, ha Doue a zo deuet da welout e bobl.

John 3:2

2 Hemañ a zeuas, e-pad an noz, da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c'hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet Doue a vefe gantañ.

John 4:19

19 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, gwelout a ran out ur profed.

John 6:14

14 An dud-se, o welout ar mirakl en devoa Jezuz graet, a lavare: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.

John 7:40-42

40 Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavare: Hemañ eo e gwirionez ar profed. 41 Reoù all a lavare: Ar C'hrist eo. Ha reoù all a lavare: Met ar C'hrist, ha dont a ra eus Galilea? 42 Ar Skritur, ha ne lavar ket e teuio ar C'hrist eus lignez David hag eus bourc'h Betlehem, a-belec'h e oa David?

John 7:52

52 Int a respontas dezhañ: Bez' out ivez Galileat? Evesha ha gwel: profed ebet a zo deuet eus Galilea.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.