Luke 23:50 Cross References - Breton

50 Un den anvet Jozef, ur c'huzulier-meur, un den mat ha reizh,

Matthew 27:57-61

57 Diouzh an abardaez, e teuas un den pinvidik eus Arimatea, anvet Jozef, un den a oa ivez diskibl da Jezuz. 58 Mont a reas da gavout Pilat, hag e c'houlennas digantañ korf Jezuz. Neuze Pilat a c'hourc'hemennas reiñ ar c'horf. 59 Jozef a gemeras ar c'horf, en goloas gant ul lienenn gwenn, 60 hag a lakaas anezhañ en e vez nevez e-unan en devoa toullet er roc'h; ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit. 61 Mari a Vagdala hag ar Vari all, a oa azezet eno, e-tal ar bez.

Mark 15:42-47

42 Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c'hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad, 43 Jozef a Arimatea, ur c'huzulier enoret a c'hortoze ivez rouantelezh Doue, a zeuas gant hardizhegezh da gavout Pilat, hag a c'houlennas digantañ korf Jezuz. 44 Pilat a voe souezhet bras ma oa marv ken buan; hag o vezañ galvet ar c'hantener, e c'houlennas digantañ hag-eñ e oa marv pell a oa. 45 O vezañ anavezet kement-se, gant ar c'hantener, e roas ar c'horf da Jozef. 46 Jozef, o vezañ prenet ul lienenn, en diskennas eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn, a lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, hag a ruilhas ur maen ouzh dor ar bez. 47 Mari a Vagdala ha Mari mamm Jozef, a selle pelec'h e oa lakaet.

Luke 2:25

25 Bez' e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon; an den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel, hag ar Spered-Santel a oa warnañ.

John 19:38-42

38 Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c'houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d'e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz. 39 Nikodem, an hini, er penn-kentañ, a oa aet en noz da gavout Jezuz, a zeuas ivez, o tegas war-dro kant lur eus ur veskadenn mir hag aloez. 40 Kemer a rejont eta korf Jezuz, hag e c'holojont anezhañ gant bandennoù ha gant al louzoù a c'hwezh-vat, evel m'o devoa ar Yuzevien ar c'hiz da sebeliañ. 41 Setu, e oa ul liorzh el lec'h ma oa bet kroazstaget, hag el liorzh ur bez nevez na oa bet c'hoazh lakaet den ennañ. 42 Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien hag ivez dre ma oa tost ar bez.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.