Luke 13:28 Cross References - Breton

28 Eno e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez.

Matthew 8:11-12

11 Evel-se e lavaran deoc'h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù, gant Abraham, Izaak ha Jakob, 12 met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.

Matthew 13:42

42 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.

Matthew 13:50

50 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.

Matthew 22:13

13 Neuze ar roue a lavaras d'ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, ha taolit eñ en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.

Matthew 24:51

51 hag e tispenno anezhañ, hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed; eno eo, e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.

Matthew 25:30

30 Ha taolit ar servijer didalvoud-se en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.

Luke 10:15

15 Ha te, Kafarnaoum, savet out bet betek an neñv, hogen izelaet e vi betek lec'h ar marv.

Luke 14:15

15 Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue!

Luke 16:23

23 o vezañ e lec'h ar marv, er poanioù, e savas e zaoulagad, hag e welas eus pell Abraham, ha Lazar en e askre;

Luke 23:42-43

42 Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac'hanon, pa zeui ez rouantelezh. 43 Jezuz a lavaras dezhañ: Me en lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.