24 Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h, da glask diskuizh, ha ne gav ket; neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet;
Luke 11:24 Cross References - Breton
Matthew 12:43-45
43 Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket;
44 neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet; pa zeu, e kav anezhañ goullo, skubet ha kempennet.
45 Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.
Mark 5:10
10 Hag e pede start anezhañ na gasje ket anezho er-maez eus ar vro-se.
Mark 9:25
25 Ha Jezuz, o welout ar bobl o redek a vandenn, a c'hourdrouzas start ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c'hourc'hemenn dit, me, kae kuit eus ar bugel-se, ha na da ken ennañ.