John 9 Cross References - Breton

1 Evel ma oa Jezuz o tremen, e welas un den a oa dall abaoe e c'hanedigezh. 2 E ziskibien a c'houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec'het, hemañ pe e gerent, dre ma'z eo ganet dall? 3 Jezuz a respontas: N'eo ket en defe hemañ pe e dud pec'het, met abalamour ma vefe oberoù Doue disklêriet ennañ. 4 E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c'haset; an noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni. 5 E-pad ma'z on er bed, ez on sklêrijenn ar bed. 6 O vezañ lavaret kement-se, e krañchas d'an douar, hag e reas fank gant e halv; neuze e frotas daoulagad an dall gant ar fank-se, 7 hag e lavaras dezhañ: Kae, hag en em walc'h e stank Siloa (da lavarout eo: Kaset). Mont a reas di, en em walc'has, hag ez eas kuit o welout sklaer. 8 An amezeien hag ar re o devoa e welet a-raok, pa oa dall, a lavare: N'eo ket hemañ an hini en em zalc'he azezet, hag a c'houlenne an aluzen? 9 Darn a lavare: Eñ eo; darn all a lavare: Heñvel eo outañ; eñ e-unan a lavare: Me va-unan eo. 10 Int a lavaras eta dezhañ: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit? 11 Eñ a respontas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus eouliet gantañ va daoulagad, ha lavaret din: Kae da stank Siloa, hag en em walc'h enni. Me a zo eta aet, hag ez on en em walc'het, hag e welan. 12 Int a lavaras dezhañ: Pelec'h emañ an den-se? Eñ a lavaras: N'ouzon ket. 13 Kas a rejont d'ar farizianed an hini a oa bet dall. 14 Un deiz sabad e oa, p'en devoa Jezuz graet ar fank, ha p'en devoa digoret e zaoulagad dezhañ. 15 Ar farizianed a c'houlenne eta digantañ ivez penaos en devoa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc'het hag e welan. 16 Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue, peogwir ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavare: Penaos e c'hell un den fall ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo. 17 Lavarout a rejont a-nevez d'an dall: Ha te, petra a lavarez diwar e benn, p'en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a respontas: Ur profed eo. 18 Met ar Yuzevien ne gredjont ket e oa bet an den-se dall, hag e oa digoret e zaoulagad dezhañ, ken ma lakajont gervel e dud. 19 Hag e c'houlennjont diganto, o lavarout: Hennezh eo ho mab, a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremañ? 20 E dud a respontas: Ni a oar eo hor mab, hag eo bet ganet dall; 21 met n'ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ. 22 E dud a lavare kement-se, abalamour m'o devoa aon rak ar Yuzevien; ar Yuzevien o devoa lakaet en o fenn, penaos piv bennak a anavezje Jezuz evit ar C'hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn. 23 Dre-se e dud a lavaras: Oad en deus, goulennit digantañ. 24 Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall, hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Zoue, ni a oar an den-se a zo ur pec'her. 25 Eñ a respontas: N'ouzon ket hag-eñ eo ur pec'her; un dra a ouzon eo penaos e oan dall, ha penaos e welan bremañ. 26 Int a lavaras c'hoazh dezhañ: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit? 27 Eñ a respontas dezho: E lavaret em eus dija deoc'h, ha n'hoc'h eus ket e selaouet? Perak e fell deoc'h e glevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien? 28 Neuze e tismegañsjont anezhañ hag e lavarjont: Te eo a zo e ziskibl, evidomp-ni, ni a zo diskibien Moizez. 29 Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met evit hemañ, n'ouzomp ket a-belec'h eo. 30 An den a respontas: Un dra souezhus eo, penaos n'ouzoc'h ket a-belec'h eo; ha koulskoude en deus digoret va daoulagad din! 31 Ha, ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar re fall; met mar deu unan bennak da enoriñ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ. 32 N'eus bet klevet biskoazh en defe den digoret daoulagad un den ganet dall. 33 Ma ne vije ket hemañ eus Doue, ne c'hellje ober netra. 34 Int a respontas dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec'hed, hag e kelennez ac'hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit. 35 Jezuz a glevas penaos o devoa e gaset kuit, hag o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue? 36 Eñ a respontas: Piv eo Aotrou, evit ma kredin ennañ? 37 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Gwelet ec'h eus anezhañ, eñ e-unan eo an hini a gomz ouzhit. 38 Neuze e lavaras: Krediñ a ran, Aotrou, hag ec'h azeulas anezhañ. 39 Ha Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ da varn, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio dall ar re a wel. 40 Hag hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, bez' omp-ni ivez dall? 41 Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h dall, n'ho pije ket a bec'hed; met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp; abalamour da gement-se ho pec'hed a chom.

Matthew 16:14

14 Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded.

Matthew 23:7

7 karout a reont bezañ saludet er marc'hallac'hoù, ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, Mestr.

Luke 13:2

2 Ha Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediñ a rit e oa ar C'halileiz-se brasoc'h pec'herien eget an holl C'halileiz all, abalamour m'o deus gouzañvet kement-se?

John 9:34

34 Int a respontas dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec'hed, hag e kelennez ac'hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit.

Matthew 11:5

5 ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'heloù mat a zo prezeget d'ar beorien.

Luke 13:2-5

2 Ha Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediñ a rit e oa ar C'halileiz-se brasoc'h pec'herien eget an holl C'halileiz all, abalamour m'o deus gouzañvet kement-se? 3 Nann, a lavaran deoc'h; met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto. 4 Pe krediñ a rit an triwec'h den ma'z eo kouezhet tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc'h pec'herien eget holl dud Jeruzalem? 5 Nann, a lavaran deoc'h; met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto.

John 11:4

4 Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a lavaras: Ar c'hleñved-se n'eo ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma vo roet gloar da Vab Doue a gement-se.

John 11:40

40 Jezuz a lavaras dezhi: Ne'm eus ket lavaret dit penaos, mar kredez, e weli gloar Doue?

John 14:11-13

11 Kredit ac'hanon pa lavaran ez on en Tad, hag emañ an Tad ennon; pe kredit ac'hanon da vihanañ abalamour d'an oberoù-se memes. 12 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: An hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc'h c'hoazh eget ar re-mañ, abalamour ma'z an da gavout va Zad. 13 Ha kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ, evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab.

Luke 13:32-34

32 Eñ a lavaras dezho: It, ha lavarit d'al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaoulien hag ec'h echuan da reiñ ar yec'hed d'ar re glañv, hiziv ha warc'hoazh, ha d'an trede deiz e vo peurc'hraet ganin. 33 Koulskoude, ret eo din bale hiziv, warc'hoazh hag an deiz war-lerc'h, evit na c'hoarvezo ket e varvfe ur profed er-maez eus Jeruzalem. 34 Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded, hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale, evel ma tastum ar yar he c'hlodad dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!

John 4:34

34 Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset, ha peurober e oberenn.

John 5:19

19 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: ar Mab ne c'hell netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh e ober; rak kement a ra an Tad, ar Mab ivez en gra eveltañ.

John 5:36

36 Met me am eus un testeni brasoc'h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ memes a ran, a ro ac'hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c'haset.

John 10:32

32 Ha Jezuz a lavaras dezho: Graet em eus dirazoc'h kalz a oberoù mat, a-berzh va Zad; evit pehini anezho e veinatait ac'hanon?

John 10:37

37 Ma ne ran ket oberoù va Zad, na gredit ket ac'hanon.

John 11:9-10

9 Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar bale unan bennak e-pad an deiz, ne gouezh ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ. 10 Met mar bale unan bennak e-pad an noz, e kouezh, abalamour n'eus ket a sklêrijenn ennañ.

John 12:35

35 Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d'ho soupren; rak an hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec'h ez a.

John 17:4

4 Roet em eus gloar dit war an douar; echuet em eus al labour az poa roet din d'ober.

Matthew 4:16

16 ar bobl a oa azezet en deñvalijenn, he deus gwelet ur sklêrijenn vras; hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.

Luke 2:32

32 ar sklêrijenn a dle sklaeriañ an holl dud, ha gloar da bobl Israel.

John 1:4-9

4 Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud. 5 Ar sklêrijenn he deus lugernet en deñvalijenn, hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret. 6 Bez' e voe un den, anvet Yann, kaset a-berzh Doue. 7 Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ. 8 Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d'ar sklêrijenn. 9 Ar sklêrijenn wirion, an hini a sklaera pep den, a oa o tont er bed.

John 3:19-21

19 Hag an dra kiriek d'ar varnedigezh eo penaos ar sklêrijenn a zo deuet er bed, ha penaos o deus an dud karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù. 20 Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn, ha ne zeu ket d'ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù. 21 Met an hini a ra hervez ar wirionez, a zeu d'ar sklêrijenn, evit ma vo disklêriet e oberoù, abalamour int graet e Doue.

John 8:12

12 Jezuz a gomzas c'hoazh d'ar bobl, hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed; an hini a heul ac'hanon ne valeo ket en deñvalijenn, met bez' en devo sklêrijenn ar vuhez.

John 12:35-36

35 Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d'ho soupren; rak an hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec'h ez a. 36 E-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas hag en em guzhas diouto.

John 12:46

46 Me a zo deuet er bed evel sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.

Mark 7:33

33 O vezañ e dennet eus ar bobl a-du, e lakaas e vizied en e zivskouarn; hag o vezañ kemeret eus e grañch, e stokas e deod,

Mark 8:23

23 Neuze e kemeras dorn an dall, hag o vezañ e gaset er-maez eus ar bourc'h, e lakaas krañch war e zaoulagad, hag o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c'houlennas outañ hag eñ a wele un dra bennak.

Luke 13:4

4 Pe krediñ a rit an triwec'h den ma'z eo kouezhet tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc'h pec'herien eget holl dud Jeruzalem?

John 9:11

11 Eñ a respontas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus eouliet gantañ va daoulagad, ha lavaret din: Kae da stank Siloa, hag en em walc'h enni. Me a zo eta aet, hag ez on en em walc'het, hag e welan.

John 9:39

39 Ha Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ da varn, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio dall ar re a wel.

John 10:36

36 lavarout a rit-hu e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?

John 11:37

37 Met hiniennoù anezho a lavaras: Eñ, an hini en deus digoret daoulagad an dall, ha ne c'hellje ket ober ivez na varvje ket hemañ?

Mark 10:46

46 Goude e teujont da Jeriko; hag evel ma'z eas kuit ac'hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime, an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c'houlenn an aluzen.

Luke 16:20-22

20 Bez' e oa ivez ur paour, anvet Lazar, hag a oa gourvezet ouzh e zor, goloet a c'houlioù; 21 c'hoantaat a rae terriñ e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik; hag ar chas zoken a zeue da lipat e c'houlioù. 22 En em gavout a reas ma varvas ar paour, hag e voe kaset gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez, hag e voe sebeliet;

Luke 18:35

35 Evel ma tostae ouzh Jeriko, un den dall a oa azezet war gostez an hent, hag a c'houlenne an aluzen;

Mark 4:27

27 pe e kousk, pe e sav, noz pe deiz, an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos.

John 3:9

9 Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell an traoù-se en em ober?

John 9:15

15 Ar farizianed a c'houlenne eta digantañ ivez penaos en devoa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc'het hag e welan.

John 9:21

21 met n'ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ.

John 9:26

26 Int a lavaras c'hoazh dezhañ: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit?

John 9:6-7

6 O vezañ lavaret kement-se, e krañchas d'an douar, hag e reas fank gant e halv; neuze e frotas daoulagad an dall gant ar fank-se, 7 hag e lavaras dezhañ: Kae, hag en em walc'h e stank Siloa (da lavarout eo: Kaset). Mont a reas di, en em walc'has, hag ez eas kuit o welout sklaer.

John 9:27

27 Eñ a respontas dezho: E lavaret em eus dija deoc'h, ha n'hoc'h eus ket e selaouet? Perak e fell deoc'h e glevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien?

John 5:11-13

11 Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac'haet, en deus lavaret din: Doug da wele ha bale. 12 Hag int a c'houlennas outañ: Piv eo an den-se en deus lavaret dit: Doug da wele ha bale? 13 Met an hini a oa bet yac'haet ne ouie ket piv e oa; rak Jezuz a oa en em dennet e-kuzh abalamour ma oa kalz a dud eno.

John 7:11

11 Ar Yuzevien eta a glaske anezhañ e-pad ar gouel, hag a lavare: Pelec'h emañ?

John 8:3-8

3 Neuze ar skribed hag ar farizianed a zegasas ur wreg tapet en avoultriezh, hag, o vezañ he lakaet en o c'hreiz, 4 e lavarjont dezhañ: Mestr, ar wreg-mañ a zo bet souprenet oc'h ober avoultriezh, 5 ha Moizez en deus gourc'hemennet deomp meinata an hevelep dud; te eta, petra a lavarez a gement-se? 6 Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ, evit gallout e damall. Met Jezuz, o vezañ en em bleget, a skrive gant e viz war an douar. 7 Evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed, ra daolo ar maen kentañ ganti. 8 Hag o taoublegañ a-nevez, e skrive war an douar.

John 11:46-47

46 Met hiniennoù anezho a yeas da gavout ar farizianed, hag a lavaras dezho ar pezh en devoa Jezuz graet. 47 Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin, hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù.

John 11:57

57 Met ar veleien vras hag ar farizianed o devoa roet urzh, penaos ma ouije unan bennak pelec'h e oa, ra en diskuilhje, evit ma krogjed ennañ.

John 12:19

19 Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra; setu, an holl dud a ya war e lerc'h.

John 12:42

42 Koulskoude kalz, memes eus ar re vras, a gredas ennañ; met n'anzavent ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn.

Matthew 12:1-14

1 En amzer-se, Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad; e ziskibien, naon ganto, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù ha d'o zebriñ. 2 Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad? 3 Eñ a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David, p'en devoa naon, eñ hag ar re a oa gantañ? 4 Penaos ez eas e ti Doue, hag e tebras baraoù a ginnig, a oa arabat dezhañ o debriñ, kennebeut d'ar re a oa gantañ, met d'ar veleien hepken? 5 Pe, n'hoc'h eus ket lennet er lezenn penaos en deizioù sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ, hag ez int divlam? 6 Met, me a lavar deoc'h, bez' ez eus amañ un dra bennak brasoc'h eget an templ. 7 Mar goufec'h ar pezh a dalv kement-mañ: Kemer a ran plijadur en drugarez ha neket en aberzhoù, n'ho pefe ket kondaonet tud didamall. 8 Rak Mab an den a zo mestr war ar sabad. 9 O vezañ aet ac'hane, Jezuz a yeas er sinagogenn. 10 Ha setu e oa eno un den en devoa un dorn disec'het. Goulenn a rejont ouzh Jezuz, evit e damall: Hag aotreet eo yac'haat e deizioù ar sabad ? 11 Eñ a respontas dezho: Pehini ac'hanoc'h, ma n'en deus nemet un dañvad, ha mar kouezh en ur poull e deiz ar sabad, ne zeufe ket d'e dennañ ha d'e sevel? 12 Pegement e dalv muioc'h un den eget un dañvad! Dre-se, e c'heller ober vat e deizioù ar sabad. 13 Neuze e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h evel egile. 14 Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul a-enep dezhañ, evit e lakaat da vervel.

Mark 2:23-3:6

23 C'hoarvezout a reas, evel ma tremene Jezuz dre barkeier ed un deiz sabad, penaos e ziskibien, en ur vale, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù.

Luke 6:1-11

1 C'hoarvezout a reas, e-pad an eil-kentañ sabad, ma tremene Jezuz dre barkeier ed; e ziskibien a ziframme tañvouezennoù, hag, o vezañ o gwasket en o daouarn, e tebrent anezho. 2 Hiniennoù eus ar farizianed a lavaras dezhañ: Perak e rit ar pezh n'eo ket aotreet ober deizioù ar sabad? 3 Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David hag ar re a oa gantañ, p'o devoa naon? 4 Penaos ez eas e ti Doue, e kemeras hag e tebras ar baraoù a ginnig, hag o roas memes d'ar re a oa gantañ, petra bennak ne c'helle o debriñ nemet ar veleien hepken? 5 Hag e lavaras dezho: Mab an den a zo mestr memes war ar sabad. 6 C'hoarvezout a reas ivez, un deiz sabad all, ma'z eas er sinagogenn, ha ma kelenne enni; hag e oa eno un den, ma oa disec'het e zorn dehou. 7 Ar skribed hag ar farizianed a selle outañ, evit gwelout hag eñ a yac'hafe deiz ar sabad, evit kaout peadra d'e damall. 8 Met evel ma'c'h anaveze o soñjezonoù, e lavaras d'an den en devoa an dorn disec'het: Sav hag en em zalc'h aze er c'hreiz. Eñ, o vezañ savet, en em zalc'has en e sav. 9 Jezuz a lavaras dezho eta: Un dra a c'houlennin ouzhoc'h: hag aotreet eo, e deizioù ar sabad, ober vad pe droug, saveteiñ un den pe e lezel da goll? 10 Neuze, o sellout ouzh an holl re a oa en-dro dezhañ, e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Ober a reas, hag e zorn a zeuas yac'h [evel egile]. 11 Int a voe leuniet a fulor, hag en em guzulient war ar pezh a c'helljent ober da Jezuz.

Luke 13:10-17

10 Evel ma kelenne Jezuz en ur sinagogenn un deiz sabad, 11 en em gavas eno ur wreg dalc'het gant ur spered he c'hlañvae triwec'h vloaz a oa; daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c'helle tamm ebet en em eeunañ. 12 Jezuz, o welout anezhi, he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac'haet out eus da gleñved. 13 Eñ a lakaas e zaouarn warni, ha kerkent en em eeunas, hag e roas gloar da Zoue. 14 Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m'en devoe Jezuz yac'haet un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar bobl: C'hwec'h devezh a zo evit labourat; deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac'haet, ha neket devezh ar sabad. 15 Met an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouzed, pep hini ac'hanoc'h, ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c'hraou deiz ar sabad, ha ne gas ket anezhañ d'an dour? 16 Ha ne zleed ket ivez, deiz ar sabad, distagañ eus he chadenn ar verc'h-mañ da Abraham, a oa dalc'het ereet gant Satan triwec'h bloaz a oa? 17 Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek, hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae.

Luke 14:1

1 Un deiz sabad, Jezuz a oa aet e ti unan eus pennoù ar farizianed evit debriñ; ar farizianed a selle outañ.

John 5:9

9 Kerkent, an den a oa yac'haet; hag e kemeras e wele, hag e valeas. Met an deiz-mañ a oa un deiz sabad.

John 5:16

16 Abalamour da gement-se, ar Yuzevien a heskine Jezuz, [hag a glaske e lakaat d'ar marv,] dre m'en devoa graet-se deiz ar sabad.

John 7:21-23

21 Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Un oberenn am eus graet, hag oc'h holl souezhet a gement-se. 22 Moizez en deus gourc'hemennet deoc'h an amdroc'h (n'eo ket ma teu eus Moizez, met eus an Tadoù), ha c'hwi a amdroc'h un den deiz ar sabad. 23 Mar bez amdroc'het un den deiz ar sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac'hanon abalamour ma em eus yac'haet un den penn-da-benn deiz ar sabad?

John 9:10-11

10 Int a lavaras eta dezhañ: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit? 11 Eñ a respontas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus eouliet gantañ va daoulagad, ha lavaret din: Kae da stank Siloa, hag en em walc'h enni. Me a zo eta aet, hag ez on en em walc'het, hag e welan.

John 9:26-27

26 Int a lavaras c'hoazh dezhañ: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit? 27 Eñ a respontas dezho: E lavaret em eus dija deoc'h, ha n'hoc'h eus ket e selaouet? Perak e fell deoc'h e glevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien?

Matthew 12:2

2 Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad?

Luke 13:31-33

31 En deiz-se, e teuas d'e gavout hiniennoù eus ar farizianed, o lavarout dezhañ: Kae kuit, ha kerzh ac'han, rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ. 32 Eñ a lavaras dezho: It, ha lavarit d'al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaoulien hag ec'h echuan da reiñ ar yec'hed d'ar re glañv, hiziv ha warc'hoazh, ha d'an trede deiz e vo peurc'hraet ganin. 33 Koulskoude, ret eo din bale hiziv, warc'hoazh hag an deiz war-lerc'h, evit na c'hoarvezo ket e varvfe ur profed er-maez eus Jeruzalem.

John 3:2

2 Hemañ a zeuas, e-pad an noz, da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c'hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet Doue a vefe gantañ.

John 6:52

52 Ar Yuzevien a dabute eta etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ?

John 7:12

12 Hag e voe ur brud diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo; ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl.

John 7:43

43 Ar bobl eta a oa lodennet diwar e benn.

John 9:24

24 Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall, hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Zoue, ni a oar an den-se a zo ur pec'her.

John 9:30-33

30 An den a respontas: Un dra souezhus eo, penaos n'ouzoc'h ket a-belec'h eo; ha koulskoude en deus digoret va daoulagad din! 31 Ha, ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar re fall; met mar deu unan bennak da enoriñ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ. 32 N'eus bet klevet biskoazh en defe den digoret daoulagad un den ganet dall. 33 Ma ne vije ket hemañ eus Doue, ne c'hellje ober netra.

John 10:19

19 Neuze e voe dizunvaniezh adarre etre ar Yuzevien, abalamour d'ar gerioù-se.

John 14:11

11 Kredit ac'hanon pa lavaran ez on en Tad, hag emañ an Tad ennon; pe kredit ac'hanon da vihanañ abalamour d'an oberoù-se memes.

John 15:24

24 Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ o deus o gwelet, hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez.

Matthew 21:11

11 Ar bobl a respontas: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea.

Luke 24:19

19 Eñ a lavaras dezho: Ha petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo erruet gant Jezuz a Nazared, ur profed bras, galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,

John 4:19

19 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, gwelout a ran out ur profed.

John 6:14

14 An dud-se, o welout ar mirakl en devoa Jezuz graet, a lavare: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.

Luke 16:31

31 Hag Abraham a lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez, nag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut, ha pa savfe unan bennak a-douez ar re varv.

John 1:19

19 Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha levited da c'houlenn outañ: Piv out-te?

John 5:44

44 Penaos e c'hellit krediñ, pa dennit ho kloar an eil digant egile, ha pa ne glaskit ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?

John 9:22

22 E dud a lavare kement-se, abalamour m'o devoa aon rak ar Yuzevien; ar Yuzevien o devoa lakaet en o fenn, penaos piv bennak a anavezje Jezuz evit ar C'hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.

John 12:37-40

37 Hag evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ, 38 abalamour d'ar ger en devoa ar profed Izaia lavaret da vezañ peurc'hraet: Aotrou, piv en deus kredet d'hor prezegenn? Ha da biv eo bet disklêriet brec'h an Aotrou? 39 Dre-se, ne c'hellent ket krediñ, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh: 40 Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na welfent gant o daoulagad, ha na gomprenfent gant o c'halon, ha na zistrofent ouzh Doue, ha na yac'hafen anezho.

John 9:8-9

8 An amezeien hag ar re o devoa e welet a-raok, pa oa dall, a lavare: N'eo ket hemañ an hini en em zalc'he azezet, hag a c'houlenne an aluzen? 9 Darn a lavare: Eñ eo; darn all a lavare: Heñvel eo outañ; eñ e-unan a lavare: Me va-unan eo.

Luke 6:22

22 Eürus e viot, pa gasaio an dud ac'hanoc'h, pa gasint kuit ac'hanoc'h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc'h ha pa daolint hoc'h anv evel fall, abalamour de Vab an den!

Luke 12:4-9

4 Hag e lavaran deoc'h, deoc'h-hu va mignoned: N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha, goude-se, ne c'hellont ober netra ouzhpenn. 5 Met me a ziskouezo deoc'h piv a zleit doujañ. Doujit an hini en deus, goude bezañ lamet ar vuhez, ar galloud da gas d'ar gehenn; ya, me a lavar deoc'h, hennezh eo an hini a zleit doujañ. 6 Ha ne werzher ket pemp golvan evit daou wenneg? Koulskoude, Doue n'ankounac'ha ket unan hepken anezho. 7 Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned. 8 Lavarout a ran deoc'h: Piv bennak a anzavo ac'hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue; 9 met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, a vo dinac'het dirak aeled Doue.

Luke 22:56-61

56 Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan, hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gant an den-se. 57 Met eñ a zinac'has Jezuz, o lavarout: Gwreg, n'anavezan ket anezhañ. 58 Un nebeut goude, unan all, o vezañ e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pêr a lavaras: O den, ned on ket. 59 War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur, hemañ a oa ivez gantañ, rak Galileat eo ivez. 60 Met Pêr a lavaras: O den, n'ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, ar c'hilhog a ganas. 61 An Aotrou, o vezañ distroet, a sellas ouzh Pêr; ha Pêr en devoe soñj eus komz an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech.

John 7:13

13 Koulskoude, den ne gomze frank anezhañ, gant aon rak ar Yuzevien.

John 7:45-52

45 Ar serjanted eta a zistroas etrezek ar veleien vras hag ar farizianed; ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket e zegaset? 46 Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se. 47 Ar farizianed a lavaras dezho: Bet oc'h-hu ivez touellet? 48 Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ? 49 Met ar bobl villiget-mañ n'anavez ket al lezenn. 50 Nikodem, an hini a oa deuet en noz da gavout Jezuz hag a oa unan anezho, a lavaras dezho: 51 Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezañ e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet? 52 Int a respontas dezhañ: Bez' out ivez Galileat? Evesha ha gwel: profed ebet a zo deuet eus Galilea.

John 12:42-43

42 Koulskoude kalz, memes eus ar re vras, a gredas ennañ; met n'anzavent ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn. 43 Rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud, eget gloar Doue.

John 16:2

2 Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù; an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv servijañ Doue.

John 19:38

38 Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c'houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d'e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz.

John 20:19

19 An abardaez eus an deiz-se a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, an dorioù eus al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas hag en em ziskouezas en o c'hreiz, hag e lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!

Mark 15:27

27 Stagañ a rejont ivez ouzh ar groaz gantañ daou laer, unan a-zehou, hag egile a-gleiz dezhañ.

Luke 7:39

39 Ar farizian en devoa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall.

Luke 15:2

2 Ar farizianed hag ar skribed a grozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer an dud a vuhez fall hag a zebr ganto.

Luke 19:7

7 An holl re a welas kement-se a grozmole, o lavarout e oa aet da lojañ e ti un den a vuhez fall.

John 5:23

23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset.

John 8:46

46 Piv ac'hanoc'h a gendrec'ho ac'hanon a bec'hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac'hanon?

John 8:49

49 Jezuz a respontas: Ne'm eus ket un diaoul, met enoriñ a ran va Zad, ha c'hwi a zizenor ac'hanon.

John 9:16

16 Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue, peogwir ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavare: Penaos e c'hell un den fall ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.

John 14:30

30 Ne gomzin ken kalz ganeoc'h, rak priñs ar bed-mañ a zeu; ha n'en deus netra ennon.

John 18:30

30 Respont a rejont dezhañ: Ma ne vije ket un torfedour, n'hor bije ket e lakaet etre da zaouarn.

John 19:6

6 Met pa welas ar veleien vras hag ar servijerien anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan ha kroazstagit anezhañ; rak me ne gavan torfed ebet ennañ.

John 5:11

11 Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac'haet, en deus lavaret din: Doug da wele ha bale.

John 9:30

30 An den a respontas: Un dra souezhus eo, penaos n'ouzoc'h ket a-belec'h eo; ha koulskoude en deus digoret va daoulagad din!

Luke 22:67

67 lavarout a rejont dezhañ: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket,

John 9:10-15

10 Int a lavaras eta dezhañ: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit? 11 Eñ a respontas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus eouliet gantañ va daoulagad, ha lavaret din: Kae da stank Siloa, hag en em walc'h enni. Me a zo eta aet, hag ez on en em walc'het, hag e welan. 12 Int a lavaras dezhañ: Pelec'h emañ an den-se? Eñ a lavaras: N'ouzon ket. 13 Kas a rejont d'ar farizianed an hini a oa bet dall. 14 Un deiz sabad e oa, p'en devoa Jezuz graet ar fank, ha p'en devoa digoret e zaoulagad dezhañ. 15 Ar farizianed a c'houlenne eta digantañ ivez penaos en devoa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc'het hag e welan.

Matthew 5:11

11 Eürus e viot, pa zeuio an dud d'ho tismegañsiñ, d'ho kwallgas, ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din.

Matthew 27:39

39 Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn,

John 5:45-47

45 Na soñjit ket eo me ho tamallo dirak an Tad; Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo. 46 Rak mar kredjec'h Moizez, e kredjec'h ivez ac'hanon, rak eñ en deus skrivet diwar va fenn. 47 Met ma ne gredit ket e skridoù, penaos e kredot va c'homzoù?

John 7:19

19 N'en deus ket Moizez roet al lezenn deoc'h? Hag hini ac'hanoc'h ne vir anezhi. Perak e klaskit va lazhañ?

Matthew 12:24

24 Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaoulien nemet dre Veelzebul, priñs an diaoulien.

Matthew 26:61

61 Hemañ en deus lavaret: Me a c'hell diskar templ Doue, hag en adsevel e tri devezh.

Luke 23:2

2 Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar bobl hag o tifenn paeañ ar gwir da Gezar, o lavarout eo ar C'hrist, ar roue.

John 1:17

17 Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, an drugarez hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.

John 7:27

27 Koulskoude, ni a oar a-belec'h eo hemañ; e-lec'h pa zeuio ar C'hrist, den n'anavezo a-belec'h eo.

John 7:41-42

41 Reoù all a lavare: Ar C'hrist eo. Ha reoù all a lavare: Met ar C'hrist, ha dont a ra eus Galilea? 42 Ar Skritur, ha ne lavar ket e teuio ar C'hrist eus lignez David hag eus bourc'h Betlehem, a-belec'h e oa David?

John 8:14

14 Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion, rak gouzout a ran a-belec'h on deuet, ha pelec'h ez an; met c'hwi, n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan, na pelec'h ez an.

Mark 6:6

6 Souezhet e oa eus o diskredoni; hag e valeas ar bourc'hioù war-dro en ur gelenn.

Luke 7:22

22 Neuze en ur respont, e lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a vale, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'helou mat a zo prezeget d'ar beorien.

John 3:10

10 Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se?

John 12:37

37 Hag evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ,

John 7:17

17 Mar fell da unan bennak ober bolontez Doue, ec'h anavezo hag-eñ eo va c'helennadurezh eus Doue, pe ha me a gomz ac'hanon va-unan.

John 11:41-42

41 Lemel a rejont eta ar maen [eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv]. Ha Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaat a ran eus ma ec'h eus va selaouet. 42 Gouzout a raen e selaouez ac'hanon atav, met e lavaret em eus abalamour d'ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredo ec'h eus va degaset.

John 15:16

16 N'eo ket c'hwi hoc'h eus va choazet, met me eo am eus ho choazet, hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot, ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, ha ma roio va Zad deoc'h ar pezh a c'houlennot outañ em anv.

Luke 1:70

70 evel m'en devoa lavaret dre c'henou e brofeded santel, abaoe penn-kentañ ar bed,

Matthew 18:17-18

17 Ma ne selaou ket anezho, lavar d'an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan. 18 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ar pezh a ereot war an douar a vo ereet en neñv, hag ar pezh a ziereot war an douar a vo diereet en neñv.

Luke 11:45

45 Neuze, unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz, hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac'hanomp-ni ivez.

Luke 14:11

11 Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.

Luke 18:10-14

10 Daou zen a bignas d'an templ da bediñ; unan a oa farizian, hag egile a oa publikan. 11 Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bede evel-hen ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, nag ivez evel ar publikan-se. 12 Yunañ a ran div wech ar sizhun, reiñ a ran an deog eus kement am eus. 13 Met ar publikan, oc'h en em zerc'hel pell, ne grede ket memes sevel e zaoulagad d'an neñv; met skeiñ a rae war boull e galon, o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin, ur pec'her on! 14 Me a lavar deoc'h, hemañ a zistroas pardonet d'e di kentoc'h eget egile; rak piv bennak en em uhela, a vo izelaet, ha piv bennak en em izela, a vo uhelaet.

Luke 18:17

17 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh.

John 6:37

37 Kement a roio an Tad din a zeuio da'm c'havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio davedon.

John 7:48-49

48 Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ? 49 Met ar bobl villiget-mañ n'anavez ket al lezenn.

John 8:41

41 C'hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont eta dezhañ: Ni n'omp ket bet ganet eus un avoultriezh; un Tad hepken hon eus, Doue eo.

John 9:2

2 E ziskibien a c'houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec'het, hemañ pe e gerent, dre ma'z eo ganet dall?

John 9:35

35 Jezuz a glevas penaos o devoa e gaset kuit, hag o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue?

John 9:40

40 Hag hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, bez' omp-ni ivez dall?

Matthew 14:33

33 Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.

Matthew 16:16

16 Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.

Mark 1:1

1 Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue.

John 1:18

18 Den n'en deus biskoazh gwelet Doue; ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus graet e anavezout.

John 1:34

34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.

John 1:49-50

49 Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel. 50 Jezuz a respontas dezhañ: Abalamour ma em eus lavaret dit em boa da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez; te a welo traoù brasoc'h eget ar re-mañ.

John 3:15-18

15 evit [na vo ket kollet] piv bennak a gred ennañ, [met ma] en devo ar vuhez peurbadus. 16 Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus. 17 Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ. 18 An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet e anv Mab nemetañ Doue.

John 3:36

36 An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chomo warnañ.

John 5:14

14 Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ, hag a lavaras dezhañ: Setu, te a zo bet yac'haet; na bec'h ken, gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc'h.

John 6:69

69 ha ni hon eus kredet, hag hon eus anavezet out [ar C'hrist,] Mab an Doue bev.

John 11:27

27 Hi a lavaras dezhañ: Ya, Aotrou, me a gred out ar C'hrist, Mab Doue, an hini a zlee dont er bed.

John 20:28

28 Tomaz a respontas hag a lavaras dezhañ: Va Aotrou ha va Doue!

John 20:31

31 Hag an traoù-mañ a zo bet skrivet, evit ma kredot ez eo Jezuz eo ar C'hrist, Mab Doue, hag evit, o krediñ, m'ho po ar vuhez dre e anv.

Matthew 11:3

3 Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all?

John 1:38

38 Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi (da lavarout eo Mestr), pelec'h e chomez?

Matthew 11:25

25 En amzer-se, Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale!

Matthew 13:11-12

11 Jezuz a respontas dezho: Dre ma'z eo roet deoc'h-hu da anavezout traoù kuzhet rouantelezh an neñvoù, ha ma n'eo ket roet kement-se dezho. 12 Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a-fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.

John 4:26

26 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo, me, an hini a gomz ouzhit.

John 14:21-23

21 An hini en deus va gourc'hemennoù, hag a vir anezho, hennezh eo an hini a gar ac'hanon; hag an hini a gar ac'hanon, a vo karet gant va Zad, ha me en karo hag en em roin da anavezout dezhañ. 22 Judaz, neket an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou! A-belec'h e teu ma en em roi da anavezout deomp, ha nann d'ar bed? 23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger, ha va Zad a garo anezhañ, hag e teuimp d'e gavout, hag e raimp hor chomaj gantañ.

Matthew 28:9

9 Ha setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho, hag a lavaras: Salud deoc'h. Hag int, o tostaat, a bokas d'e dreid hag en em stouas dirazañ.

Matthew 28:17

17 Pa en gweljont, ec'h azeuljont anezhañ; met darn a zouetas.

Luke 24:52

52 Int, o vezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras.

Matthew 6:23

23 met mar deo fall da lagad, da holl gorf a vo en deñvalijenn. Mar deo eta teñval ar sklêrijenn a zo ennout, pegen bras e vo an deñvalijenn-se!

Matthew 13:13-15

13 Rak-se e komzan dezho dre barabolennoù, abalamour o welout ne welont ket, hag o klevout ne glevont ha ne gomprenont ket. 14 Evito eo peurc'hraet an diougan-mañ lavaret gant Izaia: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn, ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad, ha ne welot ket. 15 Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik; pounnerglevet o deus o divskouarn, ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, ha na yac'hafen anezho.

Luke 1:79

79 evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv, hag evit ren hor c'hammedoù e hent ar peoc'h.

Luke 2:34

34 Simeon o bennigas, hag a lavaras da Vari, e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh,

Luke 4:18

18 Spered an Aotrou a zo warnon; abalamour da-se en deus va eouliet evit prezeg an Aviel d'ar beorien; [kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret,] evit embann an dasprenadur d'ar re dalc'het, ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas er frankiz ar re gwasket,

Luke 7:21

21 En eur-se zoken, Jezuz a yac'haas kalz a dud eus o c'hleñvedoù, eus o mac'hagnoù hag eus an drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.

Luke 11:34-35

34 Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet; met mar deo fall, da gorf a vo en deñvalijenn. 35 Diwall eta na vefe ket teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout.

Luke 13:30

30 Ha setu ez eus re ziwezhañ hag a vo ar re gentañ, hag ez eus re gentañ hag a vo ar re ziwezhañ.

John 3:17

17 Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.

John 3:19

19 Hag an dra kiriek d'ar varnedigezh eo penaos ar sklêrijenn a zo deuet er bed, ha penaos o deus an dud karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.

John 5:22-27

22 An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d'ar Mab, 23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset. 24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va c'homz, hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus, ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez. 25 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an amzer a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue; hag ar re he c'hlevo, a vevo. 26 Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab ar galloud da gaout ar vuhez ennañ e-unan, 27 hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma'z eo Mab an den.

John 8:15

15 C'hwi a varn hervez ar c'hig; me ne varnan den.

John 9:25

25 Eñ a respontas: N'ouzon ket hag-eñ eo ur pec'her; un dra a ouzon eo penaos e oan dall, ha penaos e welan bremañ.

John 9:36-38

36 Eñ a respontas: Piv eo Aotrou, evit ma kredin ennañ? 37 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Gwelet ec'h eus anezhañ, eñ e-unan eo an hini a gomz ouzhit. 38 Neuze e lavaras: Krediñ a ran, Aotrou, hag ec'h azeulas anezhañ.

John 12:40-41

40 Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na welfent gant o daoulagad, ha na gomprenfent gant o c'halon, ha na zistrofent ouzh Doue, ha na yac'hafen anezho. 41 Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c'hloar, ha pa gomzas anezhañ.

Matthew 15:12-14

12 Neuze e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Gouzout a rez penaos ar farizianed, o klevout ar pezh ac'h eus lavaret, o deus kavet tamall ennañ? 13 Eñ a respontas: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet. 14 Lezit int; tud dall int, o ren tud dall; mar ren un dall un dall all, e kouezhint o-daou er poull.

Matthew 23:16-28

16 Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz. 17 Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour, pe an templ a santela an aour-se? 18 Lavarout a rit c'hoazh: Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz. 19 Tud dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se? 20 An neb a dou dre an aoter, a dou dre an aoter ha dre gement a zo warni; 21 an neb a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an Hini a chom ennañ; 22 hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ. 23 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned, ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag al lealded. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all. 24 Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn, hag e lonkit ar c'hañval. 25 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder. 26 Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet. 27 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh. 28 Evel-se c'hwi ivez, en diavaez, en em ziskouez reizh d'an dud, met en diabarzh, oc'h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder.

Luke 11:39-54

39 An Aotrou a lavaras dezhañ: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a fallentez. 40 Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh? 41 Roit, kentoc'h, an aluzen eus ar pezh hoc'h eus, ha pep tra a vo glan evidoc'h. 42 Met gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru, ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all. 43 Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, ha bezañ saludet war al leurgêrioù. 44 Gwalleur deoc'h, [skribed ha farizianed, pilpouzed]! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù na weler ket, ha ma vale an dud warno hep gouzout emaint eno. 45 Neuze, unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz, hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac'hanomp-ni ivez. 46 Ha Jezuz a lavaras: Gwalleur deoc'h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec'hioù na c'hellont ket dougen, ha c'hwi hoc'h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied. 47 Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d'ar marv. 48 C'hwi a zo eta an testoù hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak int o deus lazhet ar brofeded, ha c'hwi a sav o bezioù. 49 Abalamour da-se, furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel; hag e lazhint lod anezho, ha lod all a wallgasint, 50 evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded hag a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed, 51 adal gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ; ya, a lavaran deoc'h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ. 52 Gwalleur deoc'h, doktored al lezenn! Rak, o vezañ kemeret alc'houez an anaoudegezh, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet. 53 Hag evel ma lavare an traoù-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waskañ start, ha d'ober dezhañ komz war galz a draoù, 54 o stignañ pechoù dezhañ, hag o klask pakañ un dra bennak eus e c'henoù [evit e damall].

Luke 12:47

47 Ar merer hag a anavez bolontez e vestr, ha n'eo ket en em zalc'het prest, ha n'en deus ket graet ar volontez-se, a vo skoet warnañ kalz a daolioù.

Luke 18:14

14 Me a lavar deoc'h, hemañ a zistroas pardonet d'e di kentoc'h eget egile; rak piv bennak en em uhela, a vo izelaet, ha piv bennak en em izela, a vo uhelaet.

John 15:22-24

22 Ma ne vijen ket deuet, ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed. 23 An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad. 24 Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ o deus o gwelet, hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.