John 1:4-9

Breton(i) 4 Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud. 5 Ar sklêrijenn he deus lugernet en deñvalijenn, hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret. 6 Bez' e voe un den, anvet Yann, kaset a-berzh Doue. 7 Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ. 8 Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d'ar sklêrijenn. 9 Ar sklêrijenn wirion, an hini a sklaera pep den, a oa o tont er bed.