John 16:23 Cross References - Breton

23 Hag en deiz-se, c'hwi ne c'houlennot ken mann ouzhin war netra. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, penaos kement a c'houlennot digant an Tad em anv, e roio anezhañ deoc'h.

Matthew 7:7

7 Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h.

Matthew 21:22

22 Kement a c'houlennot gant feiz dre ar bedenn, a vo roet deoc'h.

John 13:36-37

36 Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, da belec'h ez ez-te? Jezuz a lavaras dezhañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliañ bremañ; met te am heulio diwezhatoc'h. 37 Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c'hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout-te.

John 14:5

5 Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n'ouzomp ket pelec'h ez ez; ha penaos e c'hellfemp anavezout an hent?

John 14:13-14

13 Ha kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ, evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab. 14 Mar goulennit un dra bennak em anv, me a raio anezhañ.

John 14:20

20 En deiz-se, ec'h anavezot emaon em Zad, ha c'hwi ennon, ha me ennoc'h.

John 14:22

22 Judaz, neket an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou! A-belec'h e teu ma en em roi da anavezout deomp, ha nann d'ar bed?

John 15:7

7 Mar chomit ennon, ha mar chom va gerioù ennoc'h, c'hwi a c'houlenno ar pezh a fello deoc'h, hag ho po anezhañ.

John 15:15-16

15 N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kervel a ran mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad. 16 N'eo ket c'hwi hoc'h eus va choazet, met me eo am eus ho choazet, hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot, ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, ha ma roio va Zad deoc'h ar pezh a c'houlennot outañ em anv.

John 16:19

19 Jezuz eta, oc'h anavezout e c'hoantaent ober goulennoù outañ, a lavaras dezho: C'hwi a ra goulennoù an eil ouzh egile diwar-benn ar pezh am eus lavaret: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot.

John 16:26

26 En deiz-se, c'hwi a c'houlenno em anv, ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h,

John 16:30

30 Bremañ, ni a oar ec'h anavezez an holl draoù, ha ne'c'h eus ket ezhomm e c'houlennfe den netra ouzhit; abalamour da-se eo e kredomp out deuet eus Doue.

John 21:20-21

20 Ha Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war e lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini a oa gourvezet war askre Jezuz e-pad ar goan, hag en devoa lavaret dezhañ: Aotrou, piv eo an hini a werzh ac'hanout? 21 Pêr eta, o vezañ e welet, a lavaras da Jezuz: Aotrou, hag hemañ, petra a erruo gantañ?

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.