John 16:1 Cross References - Breton

1 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit na gemerot ket a skouer fall.

Matthew 11:6

6 Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon.

Matthew 13:21

21 met n'en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ha ne bad nemet ur pennad; dre-se, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kav kerkent skouer fall.

Matthew 13:57

57 Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro hag en e di e-unan.

Matthew 24:10

10 Neuze ivez, meur a hini a gouezho, en em drubardo, hag en em gasaio an eil egile.

Matthew 26:31-33

31 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, ha deñved ar bagad a vo stlabezet. 32 Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea. 33 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken.

John 15:11

11 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit ma chomo va levenez ennoc'h, ha ma vo ho levenez peurleuniet.

John 15:18-27

18 Mar kasa ar bed ac'hanoc'h, gouezit penaos en deus va c'hasaet a-raok deoc'h. 19 Mar bijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ; met abalamour ma n'oc'h ket eus ar bed, met ma em eus ho choazet er bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h. 20 Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar mevel n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Mar o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h; mar o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini. 21 Met ober a raint deoc'h kement-se holl abalamour da'm anv, rak n'anavezont ket an hini en deus va c'haset. 22 Ma ne vijen ket deuet, ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed. 23 An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad. 24 Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ o deus o gwelet, hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez. 25 Met kement-se a zo evit ma vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c'hasaet o deus hep abeg. 26 Met pa vo deuet ar Frealzer, a zegasin deoc'h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac'hanon. 27 Ha c'hwi ivez, c'hwi a roio testeni, abalamour m'emaoc'h ganin adalek ar penn-kentañ.

John 16:4

4 Met me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit m'ho po soñj, pa vo deuet an eur, em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.