John 10:39 Cross References - Breton

39 Klask a raent eta c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennañ a reas eus o daouarn.

Luke 4:29-30

29 Hag o vezañ savet, e kasjont anezhañ kuit eus o c'hêr, hag e lakajont anezhañ war lein ar menez ma oa savet o c'hêr warnañ, evit e deurel d'an traoñ. 30 Met eñ, o tremen dre o c'hreiz, a yeas kuit.

John 7:30

30 Klask a raent kregiñ ennañ; met den ne grede lakaat e zorn warnañ, abalamour e eur ne oa ket c'hoazh deuet.

John 7:44

44 Hag ur re bennak anezho a c'hoantae kregiñ ennañ, met den ne lakaas e zaouarn warnañ.

John 8:59

59 Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ; met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ [o tremen dre o c'hreiz, hag evel-se ez eas kuit].

John 10:31

31 Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.