Breton(i)
30 Bez' e oa, ur pennad diouzh eno, ur vandenn vras a voc'h o peuriñ.
31 Hag an diaoulien en pedas o lavarout: Mar kasez ac'hanomp kuit, lez ac'hanomp da vont er vandenn voc'h-se.
32 Eñ a lavaras dezho: Kit. Int, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h; ha setu an holl vandenn en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e varvjont en doureier.
33 Ar re o mesae a dec'has kuit, hag, o vezañ deuet e kêr, e lavarjont an holl draoù-se hag ar pezh a oa c'hoarvezet gant ar re a oa dalc'het gant an diaoulien.